Ma istor
Piqûre d’adrénaline a zo bet krouet e 2019. E-pad ma studioù arzel, dizoloet am eus bed an tatouerezh. C’hoant am eus treuzkas ma entan evit an tatouerezh da bep kliant, er sioulder ha get un imor vat. Tretiñ pep kliant get doujañs hag evezh a zo me mennad. Piqûre d’Adrénaline a
ginnig un endro prop ha normoù yec’hedoni doujet.
❊❈ Ma fal : oberiñ hunvre ma klianted ❈❊
Mont d'ar saloñs
Ar saloñs a zo lec’hiet e-barzh ur studio prevez, nemet àr emgav. Ar chomlec’h a zo kuzh, kaset et vo deoc’h a-raok an emgav get displegadennoù evit gouzout pelec’h parkañ. Ar studio a zo lec’hiet 5 munut deus an iliz, met er straed ez eux kalzh a blasoù digoust.
44330 Vallet, Frañs
Titouroù Kovid
❊❈ A-bouez ! Muzulioù kemeret er saloñs evit ar kliant ❈❊
• Beilh an emgav e teuiñ e darempred ganit evit gouzout ma zoc’h chomet get un den en deus bet ar virus e-pad ar 15 deiz tremenet, hag evit gouzout m’ho peus arouezioù.
• Kinniget e vo d’ar c’hliant tenniñ e brasledoù, ivinoù hag all.
• Rediet e vo gwalc’hiñ ho taouarn que soavon ha dour, pe get ur jel hidroalkolek.
• Rediet e vo lakaad ur maskl surjianerezhel ag a vo implijet nemet ur wech.
• Rediet e vo d’ar c’hliant doujañ doc’h ur reolenn : « TOUCHIN DA NETRA » : ket an dremm nag an aferioù tatouiñ.
• Pep kliant a vo rediet mont en e unan evit an emgav.
Diàr-benn ho goulennoù, lenn ar pajenn « tapout un emgav » ha « goulennoù » mar-plij.
Diwalit, gellet a ra padout 2 sizhun a-raok e vefe gwiriekaet ur raktres.
❊❈ Trugarez d’ho ental ❈❊