Fichenn arouelioù

❊❈ Labour an tatouer a zo echu, deoc’h da c’hoari bremañ ! ❈❊

Ar prederioù ha diwalloù war an tatou a zo kement pouezus eget an akt tatouañ en e unan. Adal ma vez ur goulenn, ne zeomp ket d’en em titourañ àr ur forum, komzet e vez àr-eeun get un tatouer ha heuliet e vez e kuzulioù.

Ar groc’hen en deus gouzañvet un dorradurezh-kroc’hen ha memes ma eo superfisiel, ekspozet eo d’ur risk gwashadur, ha gellout a ra erruout en ur lakaat ar gouli e kontakt get elemantoù imorus pe lovrus. Touchiñ ur groc’hen nevez tatouet get daouarnoù lous, splujañ anezhi e-barzh ar mor pe ar poull-neuial, pe c’hoazh bezañ gwisket get dilhad gloan pe nylon a zo skouerioù a c’hell pirilhañ pareidigezh mat un tatou.

An eurvezhioù kentañ

Al lajad tatou a zo echu. Ur bandenn a zo graet àr-lec’h an tatou. An amzer ez eus ezhomm da zerc’hel anezhi a zo meneget get an tatouer (aliet eo peurliesañ da zerc’hel ar bandenn da nebeutañ e-pad 2 da 6 eurvezh, ar pal bezañ paouezh diwadañ).

An tatou a zo neuze naetaet hep frotañ get dour klouar ha savon. Gwelloc’h eo laosk an tatouerezh en aer endro, ha diwall nompas goloiñ anezhañ get ur bandenn nevez.

RUZ EO, C’HWEZET EO, POANIUS EO ⇒ NORMAL EO.

Posubl eo an abardaez kentañ e vefe terzhienn, n’eo ket nec’hus, a c’horf en deus gouzañvet un dorradurezh-kroc’hen. Ma chom arouezioù, pouezus eo gervel an tatouer ha kaout àr-lec’h un ali medisinel.

Ar miz kentañ

Gwelloc’h eo implij un dienn-glebañ eget un dienn-kleizhennañ. Ret eo lakaat ar dienn evel un dienn-kleizhennañ (ar meur a wech e-pad an deiz ar gwellañ, ne faot ket lezel an tatou hep koaven.

Diwalloù yec’hedoni

Arabat disoñjal eo ar yec’hedoni ar pezh pouezusañ evit dont da benn d’ur gleizhennerezh mad. Laoskel ar c’houli meur a deiz hep naetaad a gresk ar riskl  bilimadur.

Ret eo parraat touchiñ ar zonenn tatouet get ho taouarn lous, ha walc’hiñ anezho a-raok bep aplikadur koaven àr ar groc’hen tatouet.

Kouronkiñ er poull-neuial, an amam hag ar mor a zo da harluiñ e-pad ar prantad kleizhennañ.

Difennet eo ivez an heol hag an uveoù en institud e-pad ur miz.An heol a zo enebour brasañ an tatou, ha n’eo ket nemet an heol met ivez ur risl hiperpigmantadur ha ne teuo ket àr gul

D’un tu ‘all, ur groc’hen bresk a zo kizigoc’h doc’h an heol eget ur groc’hen nann tatouet. Ar skin UV a zistruj pigmantoù an inkr tatouiñ, ha goude bloavezhioù e c’hell leuskel un dresadenn diverket àr ar groc’hen. Setu perak eo difennet mont dendan an heol e-pad ur viz àr lec’h. Goude-se e vo ret lakaat ur goaven SPF 50+ e-pad rac’h ho vuhez.

A-benn ar fin, ret eo mirout ar muiañ posubl ar boultrenn hag ho taouarn pe taouarn unan all. An debradurioù, pezh a zegouezh kalz, a zo an diaester divezañ da surmontiñ met ur lodenn normal d’eus ar gleizhenerezh. Da zec’hel groñs, skrabiñ pe frotiñ ar groc’hen tatouet.

Ar groc’hen marv a zo sanset kouezhañ en e unan evit parraat ur gleizenn. Ma vez skabet ar groc’hen e c’helfe faziañ an dresadenn, hag un emgav evit peurlipat an tatou a vo rediet ober.

Evit gwanaat an debradurioù, tu zo lakaat ul linenn glep get dour yen àr ar zonenn tatouet, pe get ur pochenn skorn.

Evit tout ar vuhez

Goude ur gleizhenerezh klok ez eus tu « disoñjal » ho tatou, ma vez lakaet koaven a wechoù, hag ur goaven heol ivez ! Evel-se e vo tu d’an tatou kozha؜ñ mat.

Heuiliañ ar gleizhenerezh

Heuiliañ ar gleizhenerezh a zo great àr ar chomlec’h eml ‘mañ : retouchestattoo@gmail.com

Ur wech an tatou kleizhennet, kas din fotoioù an tatou.