Goulennoù
C’hoant am eus e ouezfer emaoñ aze evit partajiñ ganeoc’h ma entan. Plijout a ra din ma labour, hag amañ emaoñ evit sikour ac’hanoc’h get ho raktres. Setu perak am eus krouet ar bajenn goulennoù, get goulennoù a zo bet savet din meur a wech.
Ar pezh a zo ret gouzout àr un datouerezh a zo : ret eo doujañ anezhañ evel ho kroc’hen. E-pas ar mizioù kleizennadur, ne faot ket mont da gouronkañ, na dindan an heol, ne faot ket ober sport na ket, peogwir e c’helfe abimiñ ho kroc’hen hag an tatouerezh. Ar riskl infektiñ e-pad ar gleizennadur a zo uhel, neuze eo ret deoc’h doujañ doc’h ar reolennoù. Ret eo ivez lakaat koaven arnezhañ.
A-raok un dadouerezh, an dud a rank bezañ sur e c’hellont kaout un datouadur. Ret eo da bep pratik lavar din ma ‘z en deus kudennoù yec’hed araok an dadouerezh. Ne dadouin ket un den ma ‘z en deus difennoù hangae gwan. Ne dadouan ket ur vaouezh dougerez, un den gant ur skorted avu, gant KRS, gant ur gwadnaoued. Mo ‘peus douetañs, goulennit d’hor mezeg. Anavezout a ra ho doser hag ho vezegadur. Bep pratik a rank lavar din ma’z eo klañv, memes ma’z eo ur grip, ur greuz-pervez pe ur virus, ur bakteri a c’hell bezañ tredizhus.
Arabat dont en emgav m’o peus kemeret alkol pe dramm. Ret eo en em zisvleviñ ar zonenn ma’z eo ret vlevek ha naetaat mat ar groc’hen (gomañ…). Arabat implij ur c’hoavon dieraezer.
Ar gwellañ d’ober ez eo sioulaat gant ar sport e-pad ar miz kleizhennerezh evit tremen hebiou ar frotadurioù. Ar c’hwezadur a c’hell darellañ an datouadur.
Un datouadur, pa vo echuet ar c’hleizhennerezh, ne cheñcho ket. Nemet an UV a c’hell dic’halhiañ an datouadur, diwallit ! An dadouadur a vo un tamm deus ho c’horf, goshaat a raio er memes koulz hag ho c’horf. Gouzourit hor groc’hen alies.
Ya, poan a ra, n’eo ket plijus met e c’helloc’h gouzañv. An datouerezh n’eo ket gread dister. Ar poan a zo damgorel, tud ‘zo a gouzañvo muioc’h ar poan eget tud all. Tu ‘zo keñveriañ an dadouerezh gant un disvlevadur. Ma’z ho peus aon kaout poan, talvezout a ra noc’h ket prest. Ma’z ho peus c’hoant un dadouadur evit gwir, n’ho po ket aon kaout poan. Ne ket aes anduriñ. Met diaes eo evidon ivez, pa wellan an dud kaout poan, n’eo ket evit an dra-se e ran ar vicher-se. Arabat lakaat un c’hoavon dieraezer, ar groc’hen a cheñch ha na « respont » ket ken mat. Gwelloc’h eo lakaat ur patch pe un dienn. An datouadur a c’hellfe treiñ da fall, hag ar c’hleizhennerezh a c’hellfe treiñ da fall ivez.
Ar stal a zo e Vallet (44330) e su Naoned, el Liger-Atlantel. Vallet a zo être Naoned ha Cholet hag être Ancenis ha Montaigu, tost ouzh Clisson. Aes eo mont eno dre an hent-tizh ha kirri-boutin a baouez ivez.
Evit kudennoù yec’hedoni, an daouerezh er gêr a zo diboell hag eneplezenn. Dav eo kaout ur sal aozet evit gellout tatouiñ. Ar sal a rank respont d’ar reolad yec’hedoniel e talvoud. Deus tu ar bodadennoù, na m’eus morse graet traoù e-giz-se, ha n’eo ket e va raktresoù. Kavout a ran gwelloc’h labourat en ur stal prevez, nesaelour eo ha n’eo ket ankenius. Deuit da dremen vakañsoù er rannvro !
Keit n’emañ ket graet an dresadenn, ne c’hellan ket lavar pet e pado. A-wechoù e iztiman ar padelezh met depant a ra ma ehanomp, ma’z an inkr a chom er groc’hen, m’ho peus poan etc…Bewezeh ma datouan, ne ran ket prantadoù a pad ouzhpenn 4e , ne c’hallan ket derc’hel va evezh pelloc’h.
Ket, digarez, labourat a ran ivez a-hed ar sizhun, hag ezhomm ‘meus ivez chom sioul e-pad va dibennoù-sizhun. Un datouadur a zo evit ar vuhez. Me gav ez eo gwelloc’h gortoz hor vakañsoù, kemr un devezh pe un nebeut eurvezh evit ur raktres ken pouezus.
Ya, met adtresañ a ran va datouadurioù. Bep datouadur a zo un grouadenn dibar. Ma goulennoc’h din un dresadenn a gavoc’h war internet, en em aweniñ a rin deus an dresadenn-se evit grouiñ un dresadenn nevez. Ma n’ho peus tresadenn ebet, n’eo ket grevus kenebeut. Plij a ra din kaout ur brastres deus ho raktres evit dammwelout anezhañ. Ne varnan ket ac’hanoc’h war ho donezon tresadenner.
Ket, evit ar boent e labouran va unan ur c’hontrol leun war va obererezh. Kemer ur skoazellerez na vefe ket un diskoulm evit kaout ur respont buanoc’h. na ‘meus ket c’hoant reiñ va labour d’unan bennak all, c’hoant ‘meus kaout choaz va raktresoù. An dudenn-se a ranke gouzout petra ‘meus c’hoant d’ober d’am flas etc…Na ‘meus ket c’hoant labourat ouzhpenn. Va derizataer a zo karget dija. Na ‘meus ket c’hoant en em zic’houstiñ diouzh va labour. Na ‘meus ket c’hoant ober labour a-steud.
Peuraliesañ, kavout a ran gwelloc’h bezañ va unan gant va pratik evit reiñ un ijin-prenañ personelaet. Ma’z eo simploc’h evidoc’h bezañ gant unan bennak evit lakaat da ziskenn an anken, dav e evfe bezañ ur blegenn nemedel. Bezañs un den ouzhpenn na rank ket cheñch va labour. E-keñver ar blegenn yec’hedoni, nemet an den daouet a c’hello dont er stal.
Un datouadur a zo evit ar vuhez. Pouezus eo kemer e amzer evit soñjal dezhañ ha neuze bezañ prest da baeañ anezhañ. Paeañ e meur a wech a zo posubl ma vez garet an datouadur e meur a prantadoù. Na c’hellan ket tapout en-dro va grouadenn. Feukus ha diresped-tre eo evit ma labour ma n’on ket paeet. Ur gwall goll e vefe evidon.
Graet ‘vez ur goulenn-raktres dre ur furmskrid.
Trugarez deoc’h d’o ditouriñ, da lenn ar furmskrid ha da leuniañ anezhañ d’un doare sklaer.
Diwallit ! Ret eo kas ur furmskrid nemetken, setu perak bep goulenn a rank bezañ sirius, poellet ha leun.
Er furmskrid e c’houlenan :
• Ar vent e cm. « Ket re vras » pe « Evel war ar blotred » n’eo ket ur vent. Ur boltred gant ar vent resisaet gant ur reolenn pe ur vetr a zo deuet-mat.
• Al lec’hiadur, gall a reoc’h kas din poltred al lec’hiadur gant tresoù-bevennadur.
• Ar budjed, dalc’hit soñj priz un datouadur er stal a zo 80 € da vihanañ.
• Deskrivadur ar raktres : ur skrid, un tresadenn gant an dorn pe/hag poltridi a awen ac’hanoc’h. Diwallit, kas din ster argerel o datouadur n’eo ket un deskrivadur resis.
Ar c’harg o peus da zisplegañ din d’un doare resis ho raktres evit ma c’hallfen hewelaat ho datouadur hag seveniñ ho raktres.
Nann mar-plij !
Arabat adlansañ ac’hanon en a-raok, krouet e vez al liamm pa bostan ar gemennadenn war va bajenn ! Pled a ran ar goulennoù dre urzh-arru. Adlansañ a zo didalvoudus. Pled a ran ar goulennoù bep div sizhunvezh dre vras (hep ar mareoù vakañsoù pe kenfinañ, hirr e vo ar gortoz). Diaes eo aozañ pep tra, na c’hellan ket respont d’an holl ha displeg pep tra. Ne c’hellan ket « kontañ » evit reposnt d’holl hor goulennoù. Trugarez da sellet ouzh ar post spilhet war va bajenn Facebook ha Instagram pe war va lec’hienn internet er benestr goulennoù.
A-raok kas deoc’h al liamm evit kemer emgav, gall a ran goulenn deoc’h ur rannbae 40e evit gwiriekaat ho raktres. Ar rannbae a zo un daore da vezañ sur deus ho lusked ha da greataat va labour. Bezit sur deus hi lusked a-raok kemer emgav. N’eus ket tu restaol ar rannbae. Ar c’harg o peus enskrivañ an emgav e-barzh hor deizataer, prientiñ hor budjed hag ober pep tra evit errout d’an eur. Tudoù omp ha kompren a ran ez eus tu bezañ harzet gant un ezhomm mallus met lavarit din an abretañ ar gwellañ.
Evit bezañ skaler, ober a ra ar gwellañ evit ma vefe va deiziataer berus ha nompas leuniañ anezhañ evit meur a viz. Setu perak e digoran va deiziataer bep miz, neuze arabat klask komz ganin pa va deiziataer a zo serret, nemet ma’z eo evit gwiriekaat ur raktres. Ma’z oc’h harzet, re ziaes e vefe adkemer emgav evit mizioù goude. Ankenius eo ar blegenn-se ha n’eo ket dedennus ober ur raktres aozet mizioù ‘zo. Boas, div sizhunvezh gortoz a zo araok gwiriekadur ho c’houlenn, met pa anavezan hor raktres, gellout a ra mont buan kenañ : ret eo deoc’h en em enskrivañ war va deiziataer.
Diwallit, ma bostelerezhioù prevez n’int ket kaozeadennoù, trugarez da chom hep kas din kemennadennoù eno !
Ya, evel-just, ar gudenn a zo va très fin ha benevel, diaes eo din ober un dadouadur gourevel. Ma ur baotr en deus c’hoant mandala, bleunioù pe tressadennoù fin, tatou a rin anezhañ gant plijadur. Na ‘meus ket kalz a awen evit tatouadurioù gourevel. Kavout ur mennozh evit ar memes soñj div wech da heul a zo diaes din. Aesoc’h eo din kavout mennozhioù evit raktresoù goulennet gnt merch’ed eget gant baotred. Arabat bezañ feuket ma ho raktres na awen ket ac’hanon. Meur a dadouerien a vo laouen aozañ ho raktres.
Ya peogwir e konsiderañ eo pouezus evidon kavout ur raktres a ro awen din. Bez ez eus ivez tatouerezhioù zo a nac’han evit o etik. Ne tatouan ket traoù ne ouain ket ober en a-raok (realiezh, livioù, …). Talvoudusoc’h eo din leskel stiloù zo da tatouerien all. Dre-vras, ne jujañ james ur raktres.
Ne gopiañ james ur raktres am eus deja tatouet. Erruet eo bet din ranniñ unan deja graet e meur a hini, met james em eus kopiet unan penn-da-benn. Kompren a ran o pefe c’hoant kavout unan am eus deja graet, met n’eo ket posubl peogwir e zoujañ doc’h an dud am eus deja tatouet.
Graet am eus goloioù un nebeut, met n’on ket izpisializet en domani-mañ. Ar goloiñ pe “cover” a zo ur stil diaes kenañ d’ober get ma stil ouzpenn. Ar goloiñ a zo ur still a c’houlenn kalz a skeudoù, ha n’eo get re ar pezh e ran. Tatouerien ‘zo a ra se mat kenañ, met ket ac’hanon. A-wechoù, erruout a ra din ober ur bravaadur d’eus un tatou ho peus deja, met depan a ra d’eus ho tatou.
An tatouerezhioù àr ar gleizhennoù karakteristikel. N’on ket izpisializet en domanin-mañ. Posubl eo tatouiñ unan ma z’eo 2 vlez d’an nebeutañ, met get ar stil a ran, n’eo ket aes tatouiñ ur gleizhenn. E keñver pep degouezh dibarek, e keñver ar groc’hen, ar vent, hag ar raktres dibabet e ran neuze. Tatouerien zo a ra se mat-tre, pe int izpisializet er gleizhennoù memes. Ne anavezan ket a-walc’h diàr ar sujed evit kemer ar riskl ma n’on ket sur.
Ar livioù n’int ket ar pezh e vestroniañ ar muiañ. N’eo ket re ma stil. Plij a ra din kentoc’h muioc’h an tatouerezhioù zu, dantel ha kaerskriverezh. Kavout a ran eo ar liv du un arliv hag un teskad livioù bras a-walc’h. Ar liv du a zo a-walc’h evidon, ha ne meus ket muioc’h a skiant-prenent en domani-se.
Nann n’eo ket posubl ! Ezhomm am eus kavout un hentenn, pe ur menoz, memes unan vihan. Un tatou a zo disheñvel da bep hini, setu perak eo pouezus kavout ur menoz deus un dra a blij deoc’h. N’emaon ket amañ evit diviz en ho lec’h, met kentoc’h evit kinnig deoc’h traouigoù.
Normal eo ober peurlipadoù a wechoù ar un tatou. Ar beurlipad kentañ a zo digoust 3 miz goude eo bet graet an tatou. An eil beurlipad, pe ur beurlipad àr-lec’h an 3 viz gentañ a zo da baean. Goulenn a ran ur foto deus an tatou ur viz goude evit gouzout ma vo afer deus ur beurlip. Ma z’eus afer, laret a rin deoc’h. Goude un neubeut mizioù, inkr ar lodenn tatouet a c’hell bezan disheñvel deus ar lodenn tatouet e gentañ, setu perak e c’houlennan keloù ar fonnusañ posubl dre ar mel ‘mañ : retouchestattoo@gmail.com
Nann, n’eo ket posubl digarez. Koll a ra ma amzer. A wechoù ez eus raktresoù ne glot ket get me stil tatouiñ, hag an den n’eo ket sur d’eus e raktres, pe memes, an den ne teu ket en-dro. Gwelloc’h eo evidon e tremenfer dre ar c’houlennaoueg evit un aozadur efedusoc’h. Aesoc’h eo evidon kavout ur roudenn skrivet peogwir ne c’hellan ket dec’hel zoñj deus pep tra memes un ur tapout notennoù. Goulenn a ran ar muiañ a titouroù posubl er c’houlennaoueg evit tapout un emgav ar buhanañ posubl. Kas a ran deoc’h an dresadenn un deiz a-raok an emgav, setu perak eo ret deoc’h bezañ resis. Ne tresan james en a-raok neuze n’eo ket utul kas din ur gemenadenn evit gouzout an araokaat. Kalz a c’houlennoù am eus, trugarez da vezan pasiant ha da zoujañ doc’h ma labour.
Ur flach a zo ur mennad a dresan evit ar blijadur. Kinnig a ran an dresadennoù mañ goude da vezan tatouet evel emaont. Ne ket posubl cheñch ar flash, met tu zo memestra kemer anezho evit servij da awen ho raktres deoc’h c’hwi. Ur flach a chom un tatou unanel ag a c’hell bezañ tatouet ur wech nemetken. Erruet eo din un neubeut d’ober devezhioù oc’h ober nemet fachoù e-pad an devezh a bez. E-pad an devezioù-se, an hini kentañ erruet, kentañ servijet. Diwallit ! Ar flachoù ne c’hellont ket bezañ tatouet get un datouerion disheñvel, evel ar raktresoù !
Priz un datouerezh a zepand deus ar vent, e lec’hiadur hag e diaester. Ar priz a zo displeget ivez dre an amzer an eus tremenet evit ober an dresadenn, an tatou, ar menaj, hag an amzer trement da eskemm ganeoc’h àr ho raktres. an asurañs a gont ivez e-barzh ma frizioù met ivez ar feurm. Ar priz neubeutañ evit un datouerezh a zo deus 80e.
Un datouerezh ne vez que prenet, prenit evel dilhad, prenit a rit un dresadenn a vuhez graet get normoù yec’hedoni. Ur postadur eo, deoc’h c’hwi da ziviz evit ho c’horf. Pouezus eo ivez dibab mat an den a raio ho tatou evit mirout dibab unan evit e frizioù izel, pe peogwir eo an hini tostañ ouzhoc’h. Ret eo kentoc’h dibab unan a raio ar pezh peus c’hoant da lakaat àr ho c’horf evit tout ho vuhez.