Petra lakaat en va c’houlenn ?
Graet ‘vez ur goulenn-raktres dre ur furmskrid.
❊❈ Trugarez deoc’h d’o ditouriñ, da lenn ar furmskrid ha da leuniañ anezhañ d’un doare sklaer ❈❊
Diwallit ! Ret eo kas ur furmskrid nemetken, setu perak bep goulenn a rank bezañ sirius, poellet ha leun.
Er furmskrid e c’houlenan :
• Ar vent e cm. « Ket re vras » pe « Evel war ar blotred » n’eo ket ur vent. Ur boltred gant ar vent resisaet gant ur reolenn pe ur vetr a zo deuet-mat.
• Al lec’hiadur, gall a reoc’h kas din poltred al lec’hiadur gant tresoù-bevennadur.
• Ar budjed, dalc’hit soñj priz un datouadur er stal a zo 80 € da vihanañ.
• Deskrivadur ar raktres : ur skrid, un tresadenn gant an dorn pe/hag poltridi a awen ac’hanoc’h. Diwallit, kas din ster argerel o datouadur n’eo ket un deskrivadur resis.
Ar c’harg o peus da zisplegañ din d’un doare resis ho raktres evit ma c’hallfen hewelaat ho datouadur hag seveniñ ho raktres.
Ar c’houlennoù dre kemmenaden prevez pe dre bep seurt doare arall kehentiñ all na vo ket engwerc’het. Untu, ma teuit en va saloñs, n’ho po ket ar chañs da welout ac’hanon hep bezañ tapet un emgav araok.
❈ Trugarez evit ho gomprenadur ha trugarez da lakaat da dremen ar ger. ✔
Ar gwir ‘meus nac’haat ho goulenn. Ret eo din kemer plijadur evit ho vad hag hini o datouadur.
Ober a ran tatouadurioù fin ha bevenel.
Trugarez da sellet pizh ouzh stumm an deiziadurioù a grouan, evit dont a-benn get ho raktres.
Petra lakaat en va c’houlenn ?
Kemeret e vez emgav dre un deizataer dre linenn, al liamm a vo kaset deoc’h ma goulennoc’h.
Pouezus eo heuliañ ar pajenn ha lenn mat ar c’hemennoù war embannadenn-digor an deizataer.
Digor a ran an deizataer evit ur miz er miz a-raok. Da slouer : evit un emgav e miz Here, trugarez da dont e darempred ganin e miz Gwengolo (evel goulennet en embanndenn) adal ma bostan ur gemennadenn war va bajenn evit kinnig al liamm a gas war va deizataer. Arabat adlansañ ac’hanon en a-raok, krouet e vez al liamm pa bostan ar gemennadenn war va bajenn !
Pled a ran ar goulennoù dre urzh-arru. Adlansañ a zo didalvoudus. Pled a ran ar goulennoù bep div sizhunvezh dre vras (hep ar mareoù vakañsoù pe kenfinañ, hirr e vo ar gortoz).
Diaes eo aozañ pep tra, na c’hellan ket respont d’an holl ha displeg pep tra.
Ne c’hellan ket « kontañ » evit reposnt d’holl hor goulennoù. Trugarez da sellet ouzh ar post spilhet war va bajenn Facebook ha Instagram pe war va lec’hienn internet er brenestr Goulennoù.
Ar c’hemennoù int slaer hag ezpleg. Trugarez da gemer e gont an titouroù a-rok kas din ar furmskrid. Ma vank ur poent en ho furmskrid, ne dalc’hin ket ho raktres.
❊❈ TRUGAREZ DA VEZAN PASIANT ! ❈❊
C’hoant ‘meus kenderc’hel da embregañ va arz ken pell ma c’hallan, ha gant plijadur hag angerzh.
Meulet on pa wellan ar gwrac’haj tro-dro va grouadennoù, met va labour a zo ul labour arz a-raok ul labour sekretour, labour a ran va unan. Gouzout a ran n’eo ket aes tapout un emgav ganin. Gortoz pell, gortoz gwell.